Met ze na harzas ket ’nheï da reï eur strakaden da Voji ha da vond d’ar gêr, arri dija an noz prim, vel ma chonjet. Ha hi arok ’ta, groet ganthi sin ar groaz, vel just ha rêzon, vel pop christen badéet, wit laked Doue a du ganthi. Setu tremenet ganthi Pleuveur war he dip a doba, hep drouk abed, nemet an amzer c’hê bopred war Wassâd, hag e commansê Mari-Job da vorgousked war he bank, corf ha spered, mesk ar pakajo trew a oa ’n he c’har. Para res-hi, wit essa ehomm difun, nemet tenna he chapelet ’mès he godel ha nem laket da debita ’nean greunen ha greunen gant an dorn na oa ket o conduin, ’n eur laret ar pedenno a vouez huël betegoud da venel kousked. Met ar c’hontrel eo arrias, rak dre forz pedi ha luskellad, e kouéas cousket stard, betek coll he memor. Ha setu a greiz tout e seblantaz d’eï santout eun dra bannag a estranj. Ha da frotta he daoulagad, vel just ; deut d’eï he spered hag hi o weled oa arrétet ar wetur :
— C’hanta, Moji ! emeï.
Moji a hijaz he ziouskouarn blewek, mes na voujaz ket. Ha hi da fouetta. Al loen paour na voujaz ken neubeut. Hi neuze da skeï warnhan gant troad ar fouett. Moji na res met torta he geïn dindan an tolio. True oa gweled he gorf o tic’houeza vel eur souffles, diou vogeden wenn o tond e mes he fri, gant ar scornet oa an noz, arri pell an amzer, scler an oabr ha glaz at stered.
— Newentiz zo, meus aouenn, eme Vari-Job.
Aboue tost da seitek la ma oa Moji ganthi oc’h ober tïegez ho daou, herve ma oa custum da lared, na defa bet biscoaz mann da lared d’al loen, ken prest hag a vije heman ordinal da vond dustu dre lec’h a blije d’he berc’hen. Na para ’ta c’hoarie ganthan vesse, a greiz tout, hag hen ken presset, marfad, d’arrioud en tomder he graou vel Mari-Job en tomder he gwele. Ben ar fin ha hi da diskenn ’n eur grozal, da weled para oa a dreuz en hent, marteze eun den mew bannag manet war he c’héno. Ha hi da zelled arôk d’eï en dewalijen. Ben neuze oant arri en gra Traou-Wern, lec’h e tro an hent da vond da gâd an ôd. Ha hi ’ta da zelled, da zelled. Ma fe da Doue, ha pa venn beteg arc’hoaz o conta d’ec’h, pa na wele netra, na