Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Tro Mari-Job ar Gergeno.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

da foueltra kement tra oa ’n he zi, ma vije hi na gavjent ket ar pez a defoa eom. Ha Mari-Job a wie ze rez mad, en assans oa hi a digwéè d’heï mond bop iaou da gerc’hed ar butun d’ar Burew : hag, ablamour da ze, e teue keun d’hei, memes-tra, ’n eur jonjal e tapje kroz he c’hommer, ha mateze girio vil, ar zul warlerc’h, abalamour d’heï. Ia met, Mogi, wit-se ! ar paour-kes Mogi ! Ha neuze eun dra all oa c’hoaz hag a lare d’hei non pas mond en hent, pe vije kersé ganthi. Klewet a re en diabars eur vouez hag a lare d’hei : « N’es ket da chanch a zantîmant : chomm er ger, pa teuz laret chomm ! »

Eben couscoude a dalc’he war-n-hi bopred, ha kement ha kement a rès ma lares ben ar fin Mari-Job, rak eur vaoues sansib a oa, withi da véa brusk.

— Hanta ia, mad e, bea po ho putun.

Ha hi dustu d’ar c’hraou d’ober eun tamm prepari da Voji, vel ma rê ordinal arok mond en hent.

Ha, fe, arri an dewarlerc’h, coulz an daze, ha hi mès an Enes, marc’h ha kar, evel ec’h ordinal, paket he daouarn ganthi n’he manego gloan rouz ha chouchet he diouskoa ’n he mantel stoup, ha hu, Mogi ! Nebonn, heman a bikè stard an awel ’n he ziouskouarn, vel pa vije bet gant eur c’hant noadeïo. Ha, fe da Doue, groac’h coz ha marc’h coz oa ken trist o vond an eil hag éguilè. Kement a réjont couscoude ma c’harrijont bew ha iac’h en ker Lannuon. An hosteleri lec’h e tiskenne Mari-Job oa en Ewr-Arc’hant, dremdost d’ar c’hê, en tu-man d’ar gwez, ha pa n’em gavas eno, achu he c’hommissionnou ganthi, e c’houllas an hostizes onthi :

— Jesu Maria ! Marfad na intentet ket mond d’ar gêr ? Met c’hoant ho pe da vea vel eun tamm scorn wit arriout en Enes- Veur.

Laret oe d’heï chomm da gousked. Met inutul a oe.

— Vel ec’h on deut e retornin, emeï. Met a rofet d’in, mar plich, eun tassad café tomm gant eur bannec’h gloria.

Memes-tra, oa ezet gweled na oa ket warnhi he liou mad ; hac arri ’r c’houlz da laret kenavo d’an hostizez e laras d’heï gant eur vouez trîst :

— Bea ’m euz ide, ’meï, vo caled ma zro. Zon fall a glewan ’n em skouarn gleï.