Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Tro Mari-Job ar Gergeno.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Bah ! ’meï, ar re all eo a gémer doan diwin. Pa glewont ma c’har o wigourad a chonch ganthê c’hê kar an ankô.

Ha gwir a lare, rak gwigourad a re moal he c’har kement ha kement, kement ha kement a didrille an hern coz, hag ar marc’h a oa ken hanval ouz eul loen spont, ken a oa ezet awalc’h nem drompa ganthe war vetek se. Ha neuze, n’e ket awalc’h, met eun dra oa ha na lare ket Mari-Job : tremenet oa homan gant an dud wit bea eun tammik zorseres. Goud a wie secrejo. Ha, marfad, oa well gant friponed fall ar vro non pas tostaad re dionthi, betegout tapout he malloz. Berz ar fin, couscoude, ec’h arrias ganthi eun dra drôl awalc’h da glewed.

Ze oa en kreiz ar goan, avanset mad gant miz du. Bet a oa eur zun scorn, cap da faouti ar meïn bez er verred, ha, ma oa custum Mari-Job da vond en amzer, couscoude defa touet mad en dro-man n’aje ket da Lannuon, ma talc’hje ar riou, ha pa na vije nemet abalamour da Voji, na defa, emeï, na kar na par nemerthan. Ia met, setu arri ar merc’her da noz, coulz an Angelus, ha hi o weled oc’h antren Glaouda Gô, ar varc’hadourez butun, vel pa larfac’h he gwella pratik.

— Daoust hag hen ve gwir ar vrud a zo, Mari-Job, penoz n’e man ket ’n oc’h ide mond warc’hoaz d’ar marc’had ?

— Para, Glaouda, emeï, chonjal ra ganec’h a mije eur gonsians christen, ma voutjen Mogi e mès gant eun amzer vel homan, hag hen paket ho fri gant ar ianned hoc’hunan.

— Fe, couscoude, ’mê eben, me ’m eus c’hoant a c’hafac’h, pa na ve nemet abalamour d’in. Goudouzoc’h n’ê ket aboue hirie c’hon o rei d’ec’h da c’honid. En nan Doue, Mari-Job, na rifuset ket anon. Setu et quaji tout ma butun carot, ha ma na me ket hini fresk ’ben disul, para larin-me d’ar bôtred ar meïn pa deufont tout, goude ’n ofern veure, da brena chik wit ober ho zunwez ?

An Enes-Veur, c’houi war ze, c’hê bro ar bikerrien-veïn : e-mant eno d’an neubeuta eun trî pe eur pewar c’hant bennag o laboured ar gerrek d’ober meîn minerez ha, mer d’am doustek, a sort-se n’int ket bomde tud commod, vel ma c’hellet credin, surtout ma zo kement a Normantet anhê evel a Vretoned. N’ê ket hep rêzon e tourmantê Glaouda Gô, rak tud a oant