Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Braz - Pask Loull Vras, 1920.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
Kontaden Mouez ar Vro

Pask Loull Vras
————
(Kendalc’h)


Lakit gant an dra-ze ez oa eun tamm brao a lorc’h ennan pa zonje oa hen ar c’henta den oc’h ober eur seurt tra. Biskoaz Breizad beo n’en doa klevet hano a gement-all, hag ez oa lorc’h ennan, hag e kredas sellet d’an traon. Kemeret a rea plijadur o welet doareou ar vro a dremene. Plava reas war lanneier bras, bras, hag e kredas edo e Bro-Wened. Gwelet a reas eur pez ruban seiz gwenn, hag e lavaras « Ar ster lugernus-man a rank beza al " Loire ". Pelloc’h ec’h anavezas plenennou ar Vande dioc’h ar c’hâniou, ar poullou-dour, ar c’hoajou bihan… Pelloc’h, aval, ne ouie mui e pelec’h edo. N’anaveze eus Frans nemet ar pez en doa klevet konta er marvailhou grac’h koz, e tal an tan.

Neuze hepken eo e teuas en e benn e c’helle ar c’hloc’h kaout eur spered, eun ene, hag e c’helje, kredabl, gouzout digantan meur a dra.

Ha setu ar zakrist da goms ouz « Mari-Jan », « Mari-Janig », emezan, « te eo mamm-goz kleir hon farrez-ni. « Mari-Louiz », n’eo nemet eur plac’h yaouank en ez kichen ha « Korantinaïg », eur bugel. Koz bras out ha, marvad, ec’h eus desket eur bern traou o veaji ken alïes a wech. En hano Doue an Tad, Doue ar Mab ha Doue ar Spered-Santel, mar eman en ez kalloud sklerijenna ac’hanon, ro respont d’am goulennou. P’eo gwir n’ec’h eus ket dislôlet ac’hanon d’an douar du-hont pa’z out nijet eus da neiz, me a zo douget da gredi e kavez mat kaont ac’hanon da ober hent ganez. Gra d’in beza deskeloc’h eget eur skolaer pa vezin distro eus va braj. Bez’ va mestr-skol, o « Mari-Jan », mamm ha mamm-goz holl gleier Plougonan ! Me eo ar pod goullo, me eo ar park n’eus bet hadet netra ennan ».

Setu penaos e komzas Loull Vras. Ha « Mari-Jan », d’ezan kerkent :

— « Mat a-walc’h ec’h eus grêt koms ouzin, Loull, me lavar d’it ec’h eus grêt eun dra c’hrevus o tont ganen. Fellout a ra d’in koulskoude rei dourn d’it d’en em jacha ervad eus ar guden rouestlet man. Tenna a rin ac’hanout er mêz, marvat, evit miret d’it da vrud vat, ya, gant ma talc’hi ken start d’in ha ma fell d’in ober vad d’it. Pa vezi dizro da Blougonan, az pezo muioc’h a skiant prena en da viz bihan eget n’ez eus e penn tud deskela ar bed-oll. Selaou ac’hanon eta ha digor da spered da zeski ».

Ar c’hleier, peurvuia, a vez chaol [?] ganto. Henvel int ouz ar merc’hed-se ne skuizont morse o… charreat ! « Mari-Jan » end-eün, dre ma oa mamm goz, a oa deuet da veza radoterez. Ya, mes he radotachou a blije. Me lavar d’zoc’h ne skuize ket Loull o selaou, Deski a reas evel-se en eur pennadig amzer hanoiou eun loullad mat a gêriou, a steriou, a veneziou…, traou ha n’en doa klevet morse henvel anezo.

Ha dre ma ’z ea kleier Plougonan en em gave gant kleier-all hag a yea, i ive, gant an hevelep hent. A-wechou, zoken, e teue an nenvou da veza tenval ganto, kement a oa anezo. Holl en em anavezent hag en em « vonjourent ».

Setu ar veajourien o tigouezout us d’eur blenen vras lec’h ez oa eur foultren kêr, leun a ilizou, a douriou a bep ment, a diez kaer.

— « Evez, Loull, a lavaras « Mari-Jan », emaomp e Rom ! ». Plava reas eur pennadig, hag a-nebeudou, goustadik, e tiskennas war unan eus an touriou, evel eur sparfel war e breiz. Ar zakrist a vezevennas eun tamm gant an disken prim-ze ; hogen hepdale e teuas adarre e galon da zresa. Digeri a eure frank e leterniou endra ma tisplege kloc’h bras Plougonan d’ezan kement a wele dirak e zaoulagad.

Unan eus dorojou bras eur c’hastel a zigoras, ha Loull a welas eun den kaer war an oad hep beza koz bras, eur zae wenu en e gerc’hen. N’oa ket bras bras an den ze ha koulskoude Loull a welas anezan hepdale o kreski, o kreski, o sevel kement ma ’z eas e benn ken uhel hag ar c’hleier pa chome e dreid harp en douar. An holl gleier a deuas dioc’htu da ober ar c’helc’h endro d’ezan, oc’h heja o eskel gant plijadur, evel ma ra an dubeed pa ziskennont da zibri greun.

— « Gra eveldomp, sakrist, a lavaras « Mari-Jan » da Loull ; kovez da bec’hejou, ped a greiz kalon, ha bez prest da zigemeret bennoz hou tad santel ar Pab ».

Skedus oa drem an den ouz bannou aour an heol. Ar c’hleier a dremenas pep hini d’e dro dirak an tad santel. Loull a glevas anezan o lavaret a vouez izel komzou latin da « Vari-Jan ». Prestik goude ne welas mui netra, nemet kleier o nijal adarre, o sevel ken uhel, ken uhel en dro-man ma ne wele mui Loull an douar patatez ! ne wele netra nemet ar c’houmoul hag an nenvou, ha c’hoaz n’o gwele ket kaer, rak tostâl a rea an noz. « Mari-Jan » a dremene sioulik, evel sammet gant an anken, hag hepdale penn Loull e-unan a deuas da veza tenval. Ne grede ket goulen netra digant ar c’hloc’h daoust d’ar c’hoant direiz en doa da c’houzout eun dra bennak.

Ar c’hloc’h ne c’hedas ket beza pedet da goms :

— « Gwelet ec’h eus, va mignon, lidou kaer ha n’oant bet, gwelet gant lagad den betek-hen. Bep bloaz ez eomp da Rom da genver an deiz man. Ar Pab, her gouzout a rez, eo an ôtrou Doue war an douar. Ac’hanta, ar pab a lavar da bep hini ac’hanomp pe seurt labour laouen ha truezus hon dô da ober hed ar bloaz goude. Me ’m bezo da zôn evit kant dek badiziant ha pevar-ugent obid — « Kalz eo ! », eme Loull, a welas dioc’htu an arc’hant o koueza drus en e c’hodellou.

— « Arabat eo d’it beza re laouen, paour kez mignon ! eme ar c’hloc’h. An hini kenta a zonin glazou d’ezan a vo… a vo… Loull vras ! ».

(Da heuilh)


Anatol ar BRAZ.
Troet en brezoneg gant Pluenzir.