An tôl a skoas ken kalet hag ar zakrist a oa ken nebeut war c’hed anezan ma vennas diskregi. A drugare Doue « Mari-Jan » a oa war evez hag a skoazias ar zakrist gant he eskel.
— « Arabad eo d’it ken-nebeut en em rei re d’an dristidigez. Goulennet em eus ha bet em eus evidout digant hon Tad Santel an absolven eus da holl bec’hejou. Ne rin nemet treuzi ar purkator, tremen, netra ken nemet tremen ; pa ’z pije, hepdon, ranket leski ennan epad eur maread bloaveziou. Ha breman ez i dioc’htu da azeza war eur skabel aour en nenvou ».
Eun dra gaer oa kement-se, a dra zur ; ar zakrist koulskoude ne oa ket c’hoaz re skuiz an holl gant samm ar vuhez ha setu hen o tiroll da ouela hag o pedi ar c’hloc’h d’hen dizrei buhan ha buhan da gaout Môna,du-ze e tiig-soul Plougonan. C’hoant en doa da implija mat e zerveziou diveza gant e wreg, da lavaret kenavo d’e vignoned ha da lakat urz en e afeiou.
— « Mont buhan ! eme « Vari-Jan » ; paour kez Loull ! me garfe awalc’h, hogen n’hon deus gret c’hoaz nemet an hanter eus an hent ».
— « Petra ! eme Loull, n’eo ket echu ho tro e Rom ? »
— Eo, eme ar c’hloc’h ; Rom eo ar poz kenta. Da Jeruzalem ez eomp breman.
Darbet e oe da Loull diskarga pep seurt traou kasaüs da « Vari-Jan ». Ennan e-unan e sonje e oa ar c’hloc’h an hini en doa talvezet d’ezan e holl drubuilhou. Daoust ha klevet hoc’h eus hano morse eus troiou ar seurt-se grêt d’an dud ? Ne roer ket d’ezo da gredi emaint o vont da Rom p’emaint e gwirionez o vont da Jeruzalem. Serri a reas e veg evelato hag e viras gantan e glemmou. « Mari-Jan » a c’helle ive, ma karje, disken anezan eno. Koulskoude, her gouzout a rea, mar en doa c’hoant da welet c’hoaz Môna ha Plougonan n’en ’doa ken da ober nemet tevel.
Tevel a eure eta en despet d’ezan.
Ar c’hloc’h a ouie petra dremene dre benn Loull ; mes ar c’hloc’h a oa evel ar re goz, douget da ankounac’hât dre drugarez. Ne reas rebech ebet d’ezan eta, en eneb, poania a eure da ober d’ezan beza laouen.
— « Sell, Loull, eme ar c’hloc’h, ne welez ket an tan o kregi er stered ? Ne gavez ket bravoc’h anezo a-dost eget a-bell ?… Ne gredfes ket, marvat, emaomp breman o nijal ’us d’ar mor Kreiz-douareg (Méditerrannée) ? Treuzet hon deus bro al Latined hag ez eomp breman war hini ar Greked ; du-hont eman an Ejipt, bro Moïzez… »
Seulvui ez eant, seul tenvaloc’h e teue an noz.
Mes Loull n’edo mui e spered gant kôziou ar c’hloc’h ; nijet e oa da Vreiz-Izel. Pôtr sot ma oa ! Ne vije ket bet gwelloc’h d’ezan chom er gêr ! Hag e lavare ne zistroje nemet evit mervel raktal, ez aje Poezevara, hepdale, da doulla e vez e korn ar vered ha goude, evel just, da eva chopinadou jistr da hostalari an Aval Aour. Gant an holl draou-ze eo edo spered Loull ha ne gleve seurt eus istoriou ar c’hloc’h.
An noz a oa deuet da veza tenval zac’h, ken tenval ma ne welet mui zoken ar stered.
— « Digouezet omp ! eme « Vari-Jan » o chom krenn a-zav. Emaout o vont da welet kaera tra a oufe gwelet eur c’hristen.»
Ne weled mui netra d’ar poent-se.
Hogen, a boan ma oa peurechuet e gomz gant ar c’hloc’h ma oe klevet ar c’hurunou o krozal en nenvou ha betek e kalon an douar. An denvalijen a zigoras hag eur sklerijen skedus a darzas. Loull a ankounac’haas e holl drubuilhou war an heur. Eur mor a zaelou a ziredas eus e zaoulagad ; ne ouele ket avat war e drubuilhou e-unan. Aze dirazan, er sklerijen vurzudus, edo ar C’halvar. Gwelet a rea an teir groaz en o zav : war an hini e kreiz edo Hor Zalver benniget o vervel, ar Werc’hez, sant Yann, ar gwragez santel e-harz e dreid… Ar gwad a ziruilhe evel eur glao arne eus kostez an ôtrou Krist. War e zrem ez oa eun êr a dristidigez hag a zousder dispar.
Ar velidigez ne badas ket ouspenn amzer eul luc’heden.
Kerkent ha ma oe echu e oe klevet ar c’hleier a vilionou o sôn glazou. Lavaret e vije edo holl gleier ar bed katolik o ouela : peadra da ranna ar galon !
Evelse, war a gonte Gabig an Aveant d’eomp, eo e komzas Loull Vras da bôtred an Aval Aour, eur Zadorn-Fask eus ar bloaz triouec’h kant dek ha tri-ugent hag eur bloavez bennak ouspenn.
Lezet e oe da vont betek penn gant e gôz, hep ma kredas den trec’hi warnan.
« Milio Keïneg, emezan oc’h echui, gellout a ran breman eva ar chopined-se ho peus paeet, gounezet mat am eus anezan ; ne baeot mui hini-all ebet d’in. D’ho yec’hed, ôtronez ha mignoned ! Varc’hoaz Loull Vras a vo kavet maro. Kredi a ran ho pezo ar vadelez da zont da gas ac’hanon d’an douar ».
— « Kollet eo e skiant vat gantan ! » a zonjas war eun dro pôtr ar butun, an noter hag ar mestr-skol.
Loull Vras, sakrist Plougonan, a varvas d’ar Zul-Fask, evel en doa lavaret, ha kaset e oe d’ar vered antronoz. Holl dud ar barrez a gredas e oa bet Loull Vras e Rom war eskel ar c’hloc’h bras.
- Anatol ar BRAZ.
- Troet en brezoneg gant Pluenzir.