War bouez gedal, setu e teuas au tamallet.
Gwenn oa e zremm evel eur paper. Ker fall oa an doare anezan ma teuas Milio da gaout truez outan. E goueled e galon an trabaser-ze, n’oa ket ker fall ha ma seblante beza.
— « Hastit digas eur gador d’ar paour kez Loull, » emezan gant madelez. Hag e lavaras d’ar zakrist :
« N’ho pet ket aon, va den mat ! n’ho pet ket aon ! An dra n’eo ket ken grevus ha ma kredit. Klasket ho peus rei d’eomp da gredi eun diskianterez : ez a ar c’hleier da Rom. Eus unan eus kambrchou an tour ho peus epad daou zervez evesaet ar c’hleier. Gwelet ho peus gant ho taoulagad hoc’h-unan n’ez a ket muioc’h ar c’hleier da Rom eget n’ez an-me d’an ifern. Poan hoc’h eus, kompren a ran, oc’h anzav kement-se ouzomp. Mes, Loull ar Zakrist, n’eo ket dâ d’eoc’h koll ho penn gant ken nebeut a dra ; n’hon dô ket nebeutoc’h a istim evidoc’h. Kollet hoc’h eus ho parëaden… Ac’hanta ! me a baeo evelato ! »
Ha pôtr ar butun da stlepel eur pez ugent real war an dôl.
Ma tigouez d’eoc’h, tudou, beza kaset eun deiz bennak dirak lez-varn an torfejou, ac’henta ! me c’houlen d’eoc’h eur prezidant, eur barner evel Keineg.
Loull a oa kouezet war ar gador digaset d’ezan gant ar vatez ; lakat a reas e ilinou war an dôl hag e benn etre e zaouarn. Sevel a reas e benn pa glevas ar pez arc’hant o trouzal hag e lavaras, droug ennan :
— « Ha goude ma rofec’h d’in, ôtrou Keïneg, eur milier eus ar peziou ze, ne vefen ket e poan da adober an hent am eus gret an deiziou-man. »
An holl a chomas mantret. Ar zakrist a zeblante komz gant kement a wirionez, zoken gant kement a anken, ma ne gredas den sevel e vouez da stourm pe da wapat. Marc’harit, ar vatez, a oe ken strafuilhet ouz e glevet ma lezas da goueza eus he daouarn ar chopinad jistr a zigase d’ar bôtred. Kubedig, hen, a oa war an oaled, leun e gof a win-ardant ; mat, dont a reas ’velkent an dour en e zaoulagad.
— « Selaouit ac’hanon c’hoaz, eme Loull Vras. Kredit e ve gwell ganen kloza va genou. Hogen, roet em boa d’eoc’h va gir. Ne gredan ket e chomfen pell da veva warlerc’h an dra-man, hag e fell d’in beza den d’am gir betek penn. Deski a rin d’eoc’h da belec’h ez a ar c’hleier, rak mont a reont da eun tu bennak, ôtrou Milio. Her gouzout a ran breman ha paeet mat oun evit hen diskleria d’eoc’h. N’oun ket, end-eün, muioc’h c’houezet abalamour da ze. »
Hag, evit gwir, n’oa ket a lorc’h er paour kez sakrist. E vleo a oa deut da veza gwenn-ec’h en eur ober daou zervez hag e zivoc’h a oa dizec’het. Poezevara a gave da Loull doare eun den deuet eus ar bed-all hag a lavare ennan e-unan : « N’eo ket Loull heman, e skeud eo ! » Ar re-all ive a oa skoet gant ar jenchamant a gavent er zakrist.
— « Asa ! eme Vilio Keïneg, oc’h esa gwapat dre ma wele ar re-all o vont da ouela, setu jistr war an dôl, va fôtr ! D’az yec’hed, Loull ! »
— « Divezatoc’h, ôtrou Keïneg ! Ne c’houlennan diganeoc’h breman nemed eur pennad evezded. N’ho talc’hin ket pell. »
Ha Loull neuze da gonta e abaden.
Gabig an Aveant a zelaouas ker mat ma ne gollas ket unan eus komzou ar zakrist. Setu perak e c’hellas goude o dibuna ker brao d’in. Va memor-me ne dalv ket hini Gabig, siouaz ! N’em eus miret nemet ar pep brasa…
Loull ne chomas ket da dorta pa welas o tispaka ’us d’e benn diou askel vras ar c’hloc’h. « Pe ez a da Rom pe da Jeruzalem, emezan, me ne ran forz ! Evit en eun tu bennak ez aimp ! »
Da genta, ar c’hloc’h a reas evel pa vije o klask penn d’an avel ; mont a rea a gleiz da zeou, evel nec’het o c’houzout roud an hent da gemeret. En eun tol, setu hen o vont war eün dirazan, gant tiz eur bir. Pell e oe Loull araok ma kredas sellet dindannan. Poan a rea d’ezan sonjal edo o veaji ker buhan, savet war hed pemzek kant troatat marteze ’uz d’an douar. A benn eur pennad e c’hellas tapout krog e diskouarn « Mari Jan », ha derc’hel mal a rea d’ezo. Ya, mes pa deuje e galon da vankout d’ezan !… Ya Doue, pebez lamm !…
An diou askel wenn vras a rea eun trouz ifern koulz hag ar vazoulen, hag an trouz-ze end-eün a ya atô var gresk dre ma save ar c’hloc’h uhelloc’h ha ma kemere muioc’h a lans
A-henn eur c’hart lieur nij er stum iskis se, Loull a oa deut da veza ken ampart ha pa n’en dije gret ken morse. A-benn eun hanter heur en em blije kement ma vije bet fae gantan troka e gador distres ouz kaera trôn ar bed. Deuet oa kostou « Mari-Jan » da veza evel houk dindan pouez ar marc’heg giz nevez. Ha pa vije bet Loull a-c’haoliad war eur gador en e di, e Plogonan, ne vije ket bet en em gavet êsoc’h.
- (Da heuilh)
- Anatol ar BRAZ.
- Troet en brezoneg gant Pluenzir.