Pajenn:Le Braz - Pask Loull Vras, 1920.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
Kontaden Mouez ar Vro

Pask Loull Vras
————
(Kendalc’h)


VI

Mall bras am eus, e gwirionez, da veza er zadorn vintin. Ar justis, war a lavar lod, a zo kamm. Greomp d’ezi hasta eun tamm evelato ; roomp d’ezi diou-askel Mari-Jan, ma’z eiz buhannoc’h : eman o tilammat d’an tour gant Loull Vras en he c’herc’hen ! Ra vo prim ha primm konfontet ar marc’hadour butun gant ar vez !

D’ar Zadorn-Fask, da zek heur, setu pep tra o taoubenni e kambr ar c’hleier. Holl vugale Plougonan o oa er vered astennet war lein o c’hein, serret kloz o daoulagad, mes digor frank o genaouiou ganto, ken digor end-eün ma oa peadra da zivarc’ha da viken rastellou an dent. Lavaromp ouspenn, mar kirit, evel en hor marvailhou koz, edon eno me ive. Petra reamp er stum-ze ? Divinout a rit, sur a-walc’h. Gedal a reamp ar c’hleier da zizrei gant draje, madigou a bep seurt liou destumet ganto en o zaeou hag a dôlont d’an douar o tigouezout er gêr.

N’oamp ket bet fur er bloavez-se, evit doare, rak gedet hon doa dek munut, hag ouspenn, hag ar c’hleier n’o doa netra da rei d’eomp. Red e vije bet d’eoc’h beza eno evit gwelet pegen dipitet ez eo ar bôtred.

Edomp o vont peb hini eus e du, o chôkat, o c’hroz molat, o tarc’hoi bep seurt traou dismegansus war gein an teir gwrac’h a oa o chom e kambr an tour pa oe klevet Glodaïg an Achuer, unan eus ar gwall bôtred, o youc’hal a-bouez penn.

Gwelet en doa, marvat, an draje o c’hournijal etrezek an douar ! Ha pep unan da zaoulammat…

Glodaïg en doa gwelet Loull Vras. Hon despet a oe bras ; N’eo ket Loull edomp o c’hedal, an draje eo !

Klevet hon doa hano, koulskoude, eus ar pez a oa c’hoarvezet gant ar zakrist, hag edomp o vont da huchal d’ezan d’e zigemeret laouen, gant ar greden o doa ar c’hleier marteze lakaet an draje evidomp en e c’hodellou.

Hopal a rejomp eta a greiz kalon :

— « Te eo, Loull, a zigas d’eomp draje ar c’hleier ? »

Draje awalc’h sur ! Elec’h draje, Loull a zistagas d’eomp eun toullad javedadou.

— « Peoc’h a vezo, lorgnez ru ? » emezan.

En eur stad truilhek edo, mar em beus sonj mat.

Mil boan en doa, ar c’hez den ! o chom plom war e c’haravellou hir ; e gorf paour a oa torret outan ; e benn a vranselle ; e zaoulagad a oa maro en e benn. Seblantout a rea beza kollet ar c’hustum da vale war an douar. Doareou eun den mezo en doa, a lavare Glodaïg.

Mont a rejomp da heul ar zakrist, n’ejomp ket, avat, re dost d’ezan, rak eur jolizi [?] a oa ganeomp…

Môna a oa ouz e c’hedal war dreuzou he zi-soul.

Loull a yeas en ti hag ar wreg a ziskouezas he dourn serret d’ar c’hoz voused. Kerkent e oe serret an nor gant trouz bras. Petra dremenas goude etrezo ? Setu ar pez ne c’heljomp ket gouzout, siouaz !

VII

Ar peurest eus Paskou Loull Vras a zo bet kontet d’in gant Gabig an Aveant, mab an hostiz.

« O ! emezan, n’ankounac’hain biken an abaden a oe e hostaleri an Aval Aour.

Noz oa, koulz « ar banne », evit lavaret evel an noter ; an holl otroned kustum d’en em gaout a oa eno, war c’hed. E penn uhela an dôl edo pôtr ar butun, sounn e gribel gantan evel eur prezidant « Assises ». En e du kleiz edo ar mestr-skol, a anaveze Rom, war e veno, …marvat dre ar pez en doa gwelet el levriou. En e du deou edo Yann Riou, unan-all bet o vrezelli en Itali, elec’h, end-eün, en doa lezet eur c’har. Milio en doa kemennet da heman dont, ha lavaret d’ezan adalek ar beure, en hevelep doare ma kollas Yann e zervez penn-da-benn. Ba ! eur stal gaer ! An afer a dalveze, mechans, eun dervez labour er park !…

An otrou Bodeur a vije sekretour. Hen eo a skrivje ar gentel da denna eus an darvoud, pa vije, da vihana, kavet gant Jerom Menguy, ar c’hemener teod ifern. Ar gentel ze a vije a c’houdevez en tiegeziou ledanaet, kresket, troet ha distroet evel eur grampoezen war ar billig. Kubedig en doa grêt eur pez sac’had gwin-ardant en derc’hent ha n’oa ket divevet mat a-walc’h c’hoaz : ne dalveze ket eta goulen skoazel digantan. Ken nebeut-all da ober gant Poezevara, p’eo gwir en doa leinet gant Môna ha p’eo gwir ez oa mignon touet da Loull. N’oa ket da zibab, koulskoude, pa ne chôme mui nemet Fanch an Aveant, an hostiz.

Eur pez kart heur hir hag enkrezus a oe da c’hedal.

Ar bôtred a lipe o gwer, tenval o fennou hag oc’h ober alïes sellou korn warzu an nor.

(Da heuilh)


Anatol ar BRAZ.
Troet en brezoneg gant Pluenzir.