Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —


Evel chass ar guiguerien endro da eur charin
E velàn Franç exposet d’ar scrab ha d’ar rapin.
Fortun a rêr en un deiz gant faus assignalou ;
Ar pillach a zo digor... Deut an neb a garo.

Da savetai o buez, an dud honest bremâ
A ra dilès d’o moyen hac a renq emigra.
Ha qement distoladen a erru a lec’h-all,
A zo trêlet gant enor ha pinvidic ractal.

An oll gargou zo gante, hac ar maniamant
Deus madou ar Francisien hac eus o oll arc’hant.
Darn a zalc’h, darn all a guign, hac etre o daouarn
Al loen, ouspen e groc’hen, a lès c’hoas e ouarn.

Eur menez aour hac arc’hant a ve grêt, hep douetanç,
Eus depouillou ar c’hlerge, ar venac’h, an noblanç,
Madou ar famill royal, ar presantchou civiq,
Ha cont abet anezo na renter d’ar publiq.

Clêm a rêc’h var an taxou, michanc ho poa rêson ;
Mes, ha c’houi a vel bremàn nep diminution ?
Nemet en ho pugale, ho trafic, ho micher,
A renqit da zivoeret dre ma cresq ho mizer.

Elec’h o diminui, eo triplet an taxou ;
Bemdez e rêr re nevez da beur-zamma ar vrô.
Dija e vo goulennet ar yalc’h pe ar vue,
Hac ar prest, pa zeo forcet, a zo evel ouz se.

Er gommançamant qenta, da laqat ober brud,
E voe pris ar güin-ardant diminuet d’an dud,
Permetet laza gibier, lamet ar such melin,
An tennadec d’ar billet, ha dever ar butin.