Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


Mes ho maladen bremàn ne ra qet goell rapport ;
Bremân, var boez ho collier, ha non pas dre ar sort,
Oc’h var yun ha diarc’hen cunduet d’an arme :
Qer mad eo dêc’h ho putin ha riscus ho chasse.

Menel a ra al labour, pa na chom den er guêr ;
Revinet eo ar c’hommerç, ar beva a zo qer ;
Paper eo an oll moneiz, ar Gonvantion ho pill,
Ha c’houi ne chom ganêc’h qen nemet daelou da sqüill.

Mezuret eo dêc’h ho creun, ha poezet ho para ;
Goude dastum ho trevat, n’en doc’h mestr a netra :
Roit ho tud, ho loened, p’e yêr d’ho poursiou,
Ha c’hoas, mar en em glêmit, divoallit dirac piou.

Deus ho qevere er parq, deus ho qerent nessa,
Deus hoc’h oll devezourien teulit evez bremâ.
A boan ec’h ellit fiziout en ho prassa mignon ;
Betec ho mevel en ty a zo hoc’h espion.

Na d’ar bourg evit affer, nac en qær d’ar marc’hat
Ne zit qet, var va c’hredi, hep eur certificat.
Da ober hoc’h ezomou, mar pellait diouc’h ho ty,
Anez caout eur passeport, eus urz d’hoc’h arrêti.

O Goezen al Liberte ! anat eo deus da frouez
Out greffet divar hini ar barados terres ;
Evel en jardin Eden, ne brodui en Franç
Nemet ar gaptivite, an trubuill, ar venjanç.

Pez differanç, va broïs, etre’n amzer a rën
Hac an hini a velemp deg vloas zo e muiqen !
Etre’n hân hac ar gouân, etre’n nôs hac an de
Eus nebeutoc’h, m’en assur, peb den fur a vel ze.