Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —


Bet o deus ar frenesi da brometi d’ar bed
En e rentjent evurus, pa o dije laqet
Liberte, egalite : daou dra qen impossub
Evel prejudiciabl, en qeit ha ma vo tud.

Avis a ra din clêvet eun eil güech ar serpant
En arz goezen ar revolt, ouzoc’h oll o parlant.
N’ho po na Mestr, nac Autrou : immortel, emezàn,
Ha sqient oll e vezot, mar debrit ar froüez-màn.

Güir vugale da Adam, oc’h eus credet ractal
Beza ive Doueou, rentet libr hac ingal.
Hit gant ar vez da guzat... A vremâ e velet
Oc’h en noaz, evel Adam, eveltàn decevet.

An nerz, ar vent, ar yec’hed, ar madou, ar sqiant,
N’en dint qet distribuet d’an oll ingalamant.
Ac’han di, va broïs paour, ho calcul zo manqet ;
Crec’h ha traòn, mestr ha mevel zo necesser er bed.

Refus a rit an homach da noblanç ho contre :
Mes plega renqit bremâ gant laeron o danve,
Hac al laer fieffeta en deus ar pas aroc :
D’an neb en deve madou e ve lamet an toq.

Ne voa qet an dud jentil a voa dêc’h da damal,
Mes recevourien injust, procurorien-fiscal,
A revine ar gouiqen, hac aben fin ar gont
O deus chasseet bremàn an Autrou deus e fond.

Avocadet col-cozou, ha cliq ar briserien,
Marc’hadourien foët-boutic, raç ar valtouterien,
Rebut ar bobl, en eur guer, a vo bremâ en Franc,
Baronet ha Marqisien. O Doue, pez noblanç !