Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


N’oun pet Constitution zo bet var an tapis ;
Peb assamble a bretant ober unan d’e guis,
Ha goude mil le touet da vea fidel dê,
Dre qelies a barjur ec’h abrojer anê.

D’abord, e zoat contraignet da vont d’an oferen ;
Goude zeus bet eun amzer ne avanture den
Mont dei, nac e celebri ; bremâ eo permettet,
Gant na vet qet Catholiq, beza’r pez a gueret.

Da guenta, e pretante tud an intrusion
Beza’n, despet d’an Ilis, en e c’hommunion,
Ha bremàn e pretanter, en despet da Zoue,
Renta, dre’n idolatri, enor d’e Vajeste.

Avichou e supposer, pa vo fin d’ar brezel,
E vo roet liberte d’ar Bastoret fidel
Da retorn c’hoas d’o dénved ; mes, allas ! da zale
Ha da drompla ar public eo a leverer se.

Forjet e vo adarre mil ha mil teodad fall,
Pe d’o ampech da retorn, pe d’o adchasseat.
Trei a rêr da beb avel evel girouetou :
Hirio sent, en apparanç, varc’hoas drouc-sperejou.

A dud zo qen dientent, qen dallet, siouas dê,
Ma lavarfet en Paris e ve nôs da greiz-de,
Den na gredte contesti, gant aoun d’en em laqat
En risq da veza trêtet evel aristocrat.

E conscianç, va broïs, hac én a voe biscoas
Eun doctrin qer vicius, eur Gouarpamant voas,
Na ridiculoc’h sabat ? Ne gredàn qet er fond ;
Ne anavezàn nicun var an douar tro-rond.