Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —


Da rêi beuz d’ar ganailles, e leverer deze
Eo deus ar bobl e tepant an oll autorite,
Ha gouscoude e veler violi hep rêson
O droajou naturella, droat o election.

Pa vez choaset tud honest evit mont da Baris,
Mar goulennont netra just, int casset var o c’his,
Hac alies deportet var eun douar a dan
Da c’hrilla, pe da bastur sovajet ar Guian.

Ar memes rum a gommand ; e mâ o zroad er scleuq :
Na bourc’his, nac artisan, na dijentil, na cleuq
N’o deus guir da lavarat. Caer a zo en em drei,
Ar bobl a ya ordinal droat en guenou ar blei.

Dindan an hipocrisi eus o fraternite,
E vagont an disfianç hac an duplicite.
Eun arme ispionet a zo bemdez var droad
Da glasq tud da bunissa, pa na vez den coupabl.

Detestapla assamble ! injusta tribunal !
N’o deus na religion, na vertuziou moral.
Pillach ha sacrilachou, ne c’houlennont qen roll ;
Impi e qever Doue, ha cruel diouz an oll.

O-unan nemet massacr ne veler entreze,
Rac an eil goal aneval a zevor eguile :
Dallet gant ambition, peb-hini’ nê d’e dro.
A gass, evit bea mestr, e gonsort d’ar maro.

Ar faction zo crénva a extermin eben,
Hac en avantaj ar bobl n’en em interest den.
Caer zo ober decrejou, ar bed n’en da qet voell :
N’en em ententont pelloc’h muiguet en Tour Babel.