Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


Aoun o deus pa retorno an armeou d’ar guêr,
Pe re zammet a lore, pe sqüis gant ar vizer,
N’o defe ar fantasi, marteze alafin,
Da chench buguel er c’havel ha bas var tabourin.

Cetu eno ar rêson ma tifferont ar peoc’h,
Qen a vo exterminet an tri ferz ac’hanoc’h,
Evit ma chommo gante qement o deus laeret,
Ha qüittes da bartaji gant ar re decedet.

Hit neuze gant confianç, hit ermès ho contre
Da laqat en em laza evit tud ar seurt-se !
Mar deu ganêc’h ar victor, e vezot aviet :
Ha mar collit ar gombat, e zoc’h disgraciet.

Grêt o deus le da gazout ap oll rouane all.
Var guementse o dessign eo douguen an tan-goall
Eus ar Revolution en pêvar c’horn ar bed.
Labour ho po, va brois ; nemet commanç na ret.

Pobl abed var an douar na ell a levri vat
Ober gante eun trête, nac eun accord da bad ;
Rac el lec’h pacifia, ne glasqont, er c’hontrel,
Nemet brouilla ar c’hartou hac asten ar brezel.

Gout a ouzont manifiq alaouri o c’homzou,
Rêi d’ar viç liou ar vertu, ha clasq troïdellou
Da essa justifia dirac tud imbicil
Hac ar brezel estranjour hac an hini civil.

En termeniou bombançus e reont an detaill
Eus victoriou dibrofit ; mes na güennec na maill
N’o devez ar zoudardet evit o faeamant,
Ha pa vez lazet deg-mil, na gonter nemet cant.