Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —


A dra zur, bete vremàn n’o deus grêt netra qen
Nemet trompla ac’hanoc’h dre ar bromessa vên
Eus a eur brosperite birviqen ne arru,
Nac em amzer-me, siouas, nac en hoc’h amzer-hu.

E qeit ha na vo casset d’ar Stadou-General
Nemet tud o deus laeret madou national,
Jacobinet averet, tud hep religion,
Biqen en Franç na velot nemet division.

Hep enor, na santimant o deus prenet moueziou,
Pa voa qestion da veza implijet er c’hargou,
Hep justiç, na lealdet e voerzont goude ze
Da unan e liberte, da eun all e vue.

Ar bed oll a zo collet en Franç, mar o c’hreder,
En heur ma zaï digante an dorn hac an ober ;
Hac evit derc’hel o fost, o publiont bepret
E ve ar vrô en danjer, pa na ve risq ebet.

An dud credul ha timid n’o deus qet a amzer
Da examina pelec’h e mâ o güïr danjer :
Den na flach, den na remu, allas ! hac etretant
E talc’hont, dre guntunu, an oll dindan o dant.

Gouscoude, mar zeus danjer, piou a dlefe crena ?
N’en deo qet c’houi, va broïs, rac na risqit netra
Nemet beza eurussoc’h, ma erru chenchamant,
Hac ar c’henta e’r goella : ennes so evidant.

Mes, ar cheffou principal, an assassinerien,
O deus grêt hac a ra c’hoas maleur ar Francisien,
Just eo d’ar re-ze crena : gout a reont ervat
E coezo venjanç varne abret pe diveat.