Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —


C’HOEC’HVET GUIRIONE

————

DIZURZOU AR GOUARNAMANT.

————

...... Veloces pedes eorum ad effundentun sanguinem. Contritio et infelicitas in viis eorum, et viam pacis non cognoverunt. Psalm 13.

————

Perac n’en dòn-me clêvet er c’hoste-all d’ar Manch,
Pa ellàn d’ar virione rêi bremâ e revanch ?
Me grife a vouez huel : Bretonet, m’ho conjur,
Disqüisit eus ho crimou, ha disqit bea fur.

Pegueit en ho qüelin-me o tale hoc’h amzer
Da zelaou tud etourdi gant rêsonniou dister ;
Oc’h ober o doctoret, hep gout o A, B, C,
Hac o comz gant insolanç, diouz an Divinite ?

Prouvet a meus, dre avanç, int hugunodet pur,
A sell evel eun netra ar blasfêm, an injur ;
Mes c’hoas int affronterien ha güir charlatanet,
A ra goab en o c’halon eus ar citoyanet.