Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —


Ar schism a ra mil ravach ; mes, piou a zo da vlam
Nemet hoc’h ambition hac ho sermant iffam ?
A rent ac’hanoc’h henvel eus Luther ha Calvin,
Hac o separ evelto diouc’h an Ilis Latin.

Ar Judevien ne glasqent ober d’an Ebestel
Noaz ebet, gant ma rajent promesse da devel ;
Mes, salocras, emezo, mervel qent a ve ret :
Just eo senti ouz Doue en preferanç d’ar bed.

C’houi, siouas, a ra leou hep nombr hac a bep speç.
Prest da gomz, prest da devel, prest da livra memes
Titrou ho pêleguiach evit heuill an idol,
Prest da laqat an turban qer buan hac ar stol.

Evit hoc’h antre qenta oc’h deut en hon templou
Evel Judas er jardin, escortet a drouplou ;
Hac o sònjal profita, oc’h eus güerzet ive
Hac ho mam hac ho preudeur d’ar Sinagog neve.

Pell zo dija eo douguet ar setanç hoc’h enep
Gant ar Pab hac an Ilis, ha n’o selaouit qet.
Mar gouzoc’h an Aviel, mar prisit c’hoas en lenn,
Clévit-én diouc’h ho qervel qellies a bayen.

Pebes qentel evidoc’h, va breudeur egaret !
Mar deo dies supporti rebechou qer calet,
Sònjit ho po da receo en tribunal Doue
Effroyaploc’h gourdrouzou, mar marvit en ho le.

Elec’h eta demezi ha mont da zoudardet,
Ha ! scoit var boull ho calon ha diassermantet.
Goulennit digant Doue graç ho conversion,
Ha grit pinijen publiq da obten ho pardon.