Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —


Ar buguel a responto : Ha ni zo eus a Rom,
Eus abeurs an Ebestel. Evit beza o chom
Hor Pastoret en exil, o dênved omp bepret :
C’houi a zo schismatiqet ; n’oc’h anavezomp qet.

Noc’h eus na Pab, na Concil, emeàn, doc’h anzao ;
Renoncet oc’h eus dezo, ha memes d’an hano
A Bastoret Catholiq, evit caout an hini
A Gonstitutionnel. Pebes apostasi !

Gant tud liq oc’h bet choaset, ha dies gout gant piou,
Rac eur payan, eur judeo, ha tud a bep seurt liou,
Gant ma vint citoyanet, ha pa vent divade,
O deus, hervez an decret, o mouez en assamble.

Ar bley etouez an dênved, al laer er bergeri,
Ne zeu, eme hor Zalver, nemet da zevori ;
Hep agremant an Ilis, en ho fonctionou
Ne reet ive, siouas, nemet coll eneou.

Pemp bloas e deus hoc’h Ilis ; anat eo gout ervat
Ne deo qet abeurs Doue, pa na deus hirroc’h dat ;
Mes œuvr an antechristet, repu ar volerien,
Er bed oll mez e anzav, nemet en Franç hepqen.

Hon Ilis-ni zo fontet daou vil bloas zo dija,
D’ar memes chef a lezen e talc’h hep varia ;
Dre oll e mâ disperset ; d’an oll e tisq an hent
Eus an Eê, ha nemetti na ell produi sent.

Collet eo hor Pastoret ; mes Doue o c’havo,
Pe a suscito re all en o flaç, pa garro.
Meur a bersecution a zo bet qent houmâ,
Ha bepret ar güir Ilis zo chommet en e za.