Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/81

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —


Dindan lanç an tyrantet, hac hep e c’honsulti,
E conferet an urzou, e voa ret deputi
Ar Bastoret d’ar c’houlz-se, evel a lenn an oll
En Actou an Ebestel, e Lizerou Sant Pol.

Hierarchi an Ilis hac e oll degreou
A so qercoulz revelet evel ar mysteriou.
Refus credi ar re-mâ, eo bea heretiq,
Ha dishanaout ar re-ze, eo bea schismatiq.

Eus ar schism d’an heresi ne zeus nemet ur pas,
Hac ac’hane d’an ifern e zeus nebeutoc’h c’hoas :
Unan a zistruj ar Feiz, un all ar Charite.
Ne zeus qet a varados hep an diou vertuz-se.

Ne ouffen a guement-màn cita dêc’h guell garant
Eguet ar Scritur-Santel hac ar C’honcil a Drant.
C’houi oc’h-unan ganemp-ni ho poa, bete vremâ,
Ha credet ha prezeguet ar güirioneou-mâ.

Derc’hel-ta da assuri ne zeus netra chenchet
Ebars er Religion, hac hoc’h Catholiqet,
Ha Ministret d’an Ilis, evel ma voac’h güechal,
Eo langach eun ignorant, pe eun den a feiz all.

Eur paysant, eur buguel, a voar e Gatekis,
A brouvo dêc’h, en daou c’her, n’en doc’h mui en Ilis ;
Rac, mar goulen diganêc’h a belec’h e teu’t-hu ?
Nac a bes autorite : petra’ respontot-hu ?

Deus a Baris, emedoc’h, ha deus a beurs tud liq,
O deus lazet o Roue ha grêt eur Republiq,
Revinet an dud honest, chasseet o esqibien,
Ha grêt eun Ilis nevez pemp bloas zo hep muiqen.