Eur bêleg goal renommet, mar der d’e oferen,
Ne bec’her qet, ha memes, pa ro an absolven,
E absolven zo valid, e qeit ha ma consant
An Ilis e approuvi ; mes nonpas autramant.
Ar c’hân a ro dour yac’hus hac a zalc’h da redet,
Pa ya betec ar zourcen ; mes gout avoalc’h a ret
Pa ve distro ac’hane, e chom da zizec’ha :
Inutil eo dêc’h goulen digantâ da eva.
An Ilis eo ar zourcen, ar bêleg eo ar c’hân ;
Mes ar bêleg separet dre e le e-unan
Eus communion an Ilis, adieu d’e bouvoariou ;
Ne ro mui dour a vuez ; mes hini ar maro.
An affer zo decidet : Rom a verq en e bul
Eo hoc’h oll fonctionou pe sacrilech, pe nul ;
Eo ho constitution carguet a heresi,
Ho minister schismatiq, hac ho sermant impi.
Na c’houi, nac ar fos esqeb o deus ho teleguet,
Nac hini ar vêleyen o defe ordrenet,
N’en doc’h netra en Ilis : noc’h eus commission
Nemet abeurs eun decret deus ar Gonvantion.
Hoguen, na puissanç civil, na neb galloud humen
N’o deus bet var an douar droat da rêi absolven ;
Êt eo ar Gonvantion eta calz re-vuan,
Rei dêc’h eun autorite n’e deus qet e-unan.
Na Sinagog ar Judeo, nac ar Senat Romen,
Nac Areopach ar Greg, n’o deus grêt Esqibien ;
Gouscoude en o amzer, hac en despet deze,
E voe fontet ar c’henta Ilisou eus ar Fe.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/80
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —