Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/79

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —


Dezo eo ec’h apparchant ober ordrenançou,
Instrui publicamant, accordi dispançou,
Delegui ar bastoret, hac ordren gant justiç
An implij zo da ober eus madou an Ilis.

Dezo eo ec’h apparchant prononç var ar vœuyou,
Sqei an excumunuguen, regli an offiçou,
Interpreti ar Scritur ha fixa ar greden,
Formi o bergeriou ha choas o bêleyen.

Eun Esoop a zo galvet evit eun dioces,
Eur Person da eur barros, eur Bêleg da gôves ;
Ne ellont qet exerci, anez an depri mat,
Ar re-mâ eus o Escop, an Escop eus ar Pab.

Evit beza grêt Bêleg, n’en doc’h qet c’hoas Pastor ;
Ha pa errufac’h eno, antreit dre an nÔr,
Ha dre approbation ho superioret,
Nonpas dre election eur c’hlub hugunodet.

Biscoas decret an divors n’en deo bet eur rêson
Da eun den da gaout diou vreg ; nac hoc’h election
Ne ro qet dêc’h qenebeut an droat da sourcial
Deus parros hoc’h amezèg, nac eus dênved re-all.

An Ilis eus ho recev en renq e bêleyen,
Da certen fonctionou ho teputas hepqen
Evit eur certen amzer hac en eur certeh lec’h ;
Na dleyac’h qet mont hirroc’h, pa na bermette dêc’h.

Ne ro qet e alc’hoeziou hep reservi an droat
Da reclami adarre evit rêsonniou mat ;
Ha pa zoc’h en e c’hever coupabl a drahison,
E lanç ive’n hoc’h eneb an interdiction.