Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —


Exposet en em guevot marteze dre eno
Da veza persecutet ; mes eur voyen ho po
Da bêa justiç Doue. Allas ! bete vremâ
Qement oc’h eus anduret ne servich da netra.

Dija oc’h bet condaonet d’an arrestation.
Noc’h eus mui na paeamant, na retribution
Nemet hoc’h oferennou da vaga paourente ;
Ne vezot qet goas-trêtet ha pa dorfac’h ho le.

Sellit pet rouantelez a zo collet en Nord,
Siouas, dre antettamant schismatiqet ho sort !
Er maleur-ze, m’ho conjur, na dreinit qet ho pro,
Distroit c’hoas : dor an Ilis zo digor d’ho receo.

Bremàn, dre eun dislavar pront hac edifiant,
E rofot gloar da Zoue, d’an oll contantamant,
Reparation d’an Ilis, plijadur d’ho preudeur
Ha sqüer vad d’ar bec’herien da güittat o erreur.

Mes, mar daleit pelloc’h, e velot de ha de
Ar schism memes o coeza, Franç o chom divade ;
C’houi oc’h-unan hep auter, na templ, na fonction :
Petra’ servicho neuze ho retractation ?

Allas ! neb a ra divors gant an Ilis, e vam,
N’en devo qet Doue da dad ; mont a rai lam ha lam,
Hac a error da error e coezo hep dale
Er precipiç tevalla, en incredulite.

Mes c’houi, Pastoret fidel, memes en hoc’h exil,
Ho fonctionou divin a vo bepret util.
Pa zoc’h libr da exauci, e c’honezot bemde
Da Zoue servicherien, d’an Ilis bugale.