Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/71

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —


Ar bed a vel gant eston ar boan a guemeret
Evit beza maleurus. An oll a zo tentet
Da lavaret eo coezet mallos Doue var Franç.
Ha n’en deo qet ar re-ze miraclou a venjanç ?

Acharnet ouz on Ilis, e carrac’h e dispen.
A guichen ar men qenta. Gouscoude birviqen
Ne deuot a benn d’e discar, rac, dre eur miracl all
Doue, fidel d’e gomzou, a zo eus e divoal.

E creiz an debordamant eus a bep seurt viçou
A zo deus e attaqi hac a attaq d’e zro,
Goerzet ha disenoret gant darn e bêleyen ;
Ha n’en deo qet eur miracl a zo eus he zouten ?

Puissanç ar rouane, otorite ar bed
A ell varia, siouas, test ar pez a velet
Arruet en ho contre. Caer zo politica,
An oll lezennou humen zo sujet da faya.

Mes an Ilis catholiq ne deus qet trivilet ;
Fidel d’ar memes doctrin, biscoas n’e deus dictet
Gourc’hemen pernicius, na decision contrel :
Ret eo e ve cunduet gant ar Speret-Santel.

Abaoue trivac’h-cant vloas betec an heur bresant,
Ordinal persecutet ha bepret triomphant,
E ra d’e adversourien verifia bemde
Pronostic an Aviel, promesse Mab Doue.
 
Me e’r goarant, emezàn, an Ilis, va fried,
E d’eo evit fondamant ar roc’h hac ar garrec ;
Oll buissanç an Ifern ne drec’ho qet varni ;
Bete fin an amzeriou bepret me vo ganti.