N’en deo qet da gontanti curiosite an den
E tle Doue implija e c’halloud souveren.
Ma teufe ar miraclou da vea re gommun,
Ne raent impression var daoulagad nicun.
Dre ma zeo eur rallentez, e teu’t da admira
Pêvar-mil den en dezert bevet gant pemp bara,
Hac ar bed oll conservet ha sustantet bemde
Dre eur miracl cuntinu, den ne ra vàn a ze.
Doue-ta en deus sònjet difuni ar pec’her,
Ha disqüel ar virionez a amzer da amzer,
Dre œuvrou dreist-naturel, pere, pa vent prouvet,
Evurus neb o c’hredo hep o beza güelet.
Nen deo qet ar miraclou qen rar a sònjfe dêc’h ;
Rac na veler plaç devot frecantet en nep lec’h
N’o deve ar miraclou roet occasion
Deus o etablissamant hac o erection.
Mes daou seurt a remerqer operet gant Doue :
Darn a ra en e goler, darn all dre garante.
Dishanaout e asistanç eo micher eun ingrat,
Ha resista d’e doliou, hini eur selerat.
Oh ! nac a dud a veler obstinet, bete’r poent
Na den, na Doue pelloc’h ne fell dê da entent !
Eun niver a viraclou a velas Pharaon,
Hini anê gouscoude na douchas e galon.
Miraclou a c’houlennit ? Mes eiz pe nao bloas zo
Ema’r voalen a gastis astennet var ho pro ;
Hac hoc’h obstination, siouas, bete vremâ,
Eo deus an oll miraclou an epouvantapla.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/70
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —