Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —


Cessit eta, tyrantet, rac poan gollet ho pe
Esse beuzi an Ilis en goad he bugale.
Ar goad pur-ze a sqüillit eo ar greun hac an had
A boblo c’hoas an douar eus a gristenien vad.

Caer en deus an avel foll hac ar môr tourmanti,
Bag Pêr ne rai qet naufrach. Pa deuyo da galmi
Reuz ar bersecution, e tiscoelo e fenn
Evel an eol pa zispac demeus a eur goabren.

James an eol beniguet ne baoues da vrilla :
El lec’h al e ve savet pa ve cuzet amâ.
Ar Feiz, evel an astrou, caer zo en em oppos,
Eclipset en Oriant, a sqeud en Anter-Nos.

Commanç a eure para en Asi, en Afriq,
Ha bremâ eus an Europ e ya d’an Ameriq.
Deus a Franç e tremeno marteze en plaç all,
El lec’h ma vo recevet ha gant frouez ha gant mall.

Pourmen a ra e flamboes dre bêvar c’horn ar bed ;
Deus e sclêrijen divin pa na brofiter qet,
E dilez ar bec’herien ec’h abandon o brô ;
Divoallit, va broïs paour, ne ve arru ho tro.

Ar pastoret-se memes oc’h eus forbaniset,
A zo gant ar Brovidanç, marteze, destinet
Da gass hano Jesus-Christ etouez ar bobl payen :
Alies maleur eur vro a ra boneur eben.

Justiç Doue a-unan gant e visericord
A lèz darn ar bec’herien da berissa er port,
Hac a bourvez asistanç d’ar re zo er môr bras.
Adoromp e oll-buissanç ha menajomp e c’hraç.