Dindan mil figur estranch e voe represantet
Idolou mâl ha femel, darn tud, darn serpantet ;
Hac ar payan d’an daoulin, evel eun imbicil,
El lec’h un Doue hepqen a hanaveas mil.
Pep Doue da imita a rê d’an hugunot
Bea seul-viciussoc’h, seul-vui ma voa devot ;
Ha dre ma rê e bossubl evit gounit an eê,
E creiz goelet an ifern en em brecipite.
Ac’hane e commanças ar supertition
Da invanti mil espeç abomination :
Sorcerez, divinerez, ceremoniou vên,
Observançou impudic, sacrifiçou humen.
Ni hon-unan, va broïs, qent ma voe annoncet
En hon toues an Aviel, a voa ive plonjet
Er brassa tevalijen eus an idolatri :
Ne voa qet var an douar sottoc’h eguetomp-ni.
Qement enezen neve ha qement continant
A zo bet dizoloet betec an heur bresant,
A voe cavet habitet gant tud goe ha sovach,
Na nemet da idolou na rentent o homach.
Darn o devoa eur serpant evit en adori,
Hac a gasse bugale deàn da zevori ;
Darn all voa ar c’his gante, hac a gave abeg
Pa ve maro an ozac’h ma na lazet ar vreg.
En eur vrô, eur merdaat, pa deuje d’en em goll,
E ve casset e galon beo-buec d’an idol ;
El lec’h-all ec’h ordrenet d’an dud yaouanq mouga
O zad, o mam, pa choment re bell da languissa.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/51
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —