Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


Gant mez ha confusion ne greten qet parlant
Eus al lubriciteou, an ardou indeçant,
Ar praticou infernal a voe imajinet
Gant an dud evit renta enor d’an drouc-speret.

Poan ho pe eus va c’hredi, mes güir eo gouscoude,
Qement action barbar, qement brutalite,
Qement crim, qement torfet a eller da ober
A voe cavet vertuziou ha grét dê eun auter.

Estrancha impiete ! peguen dibalamour,
Peguen dall, peguer coupabl eo rêson an den paour !
C’hoant am be da lavarat eo coulz tremen hep-di ;
Al loened gant o instinc a zo muioc’h dissi.

Ralamant eo e zever accord gant e banchant ;
Avoalc’h eo difen eun dra, ennes just en deus c’hoant
Da ober dre breferanç, hac evel ma ve grêt,
E zorc’hen a goust deàn alies mil regret.

Carout ar mad ne ra qet, cazout an drouc a ra,
Blam, hac eur moment goude meuli ar memes tra,
Na james bea contant, cetu aze an den,
Gant ar rêson inconstant a zo carguet d’e rën.

Dre oll e clasq e voneur, hep e gaout en nep lec’h ;
Eus eun dra en rejouis, eus cant all hac en nec’h.
Hirio var rod ar fortun, varc’hoas e ma dindan ;
Guenel a ra en daelou, mervel a ra er boan.

C’hoas ma vije ar boneur reservet d’ar vertu !
Mes, allas ! peur-liessa ar c’hontrel a erru.
Eur gombat cuntinuel, eur vicher meurbet rust
Eo pratic ar vertuziou ha buez an den just.