Mes ar rêson e-unan ne lavar qet d’an den
Petore cult a dleer d’an Autrou souveren,
Na peseurt sacrifiçou a zo ret d’e galmi,
Pa hor bo bet ar maleur, siouas, d’en offanci.
Ouspen-ze, ar goal exempl, dallentez ar speret
Hac inclinationou ar galon corrompet,
Alies trec’h d’ar rêson, a ell chench an homach
Eus an adoration en pur hugunodach.
En qeit ha ma voe lêzet an den gant e rêson,
Hep sicour, nac assistanç a revelation,
E voe güelet gant horrol, ouspen en eur c’hontre,
An drouc-speret adoret en plaç ar güir Doue.
An drouc-speret, dre orgouill, a felvezas deàn
Bea egal da Zoue ha parfet eveltàn ;
An den, dre gorruption, a forjas, er c’hontrel,
Doueou hanval outàn, vicius ha charnel.
Da oll viçou e galon ha da re e ene,
E choasas peb a batron, e ras peb a zoue ;
Hac evit caout eun excus en e oll disurzou,
E qemeras da vodel exempl e zoueou.
Evelse gant an amzer e voe placet en eê
Ar c’hrim hac e gompliçou, ha dre eun dallente
A zizenor ar rêson, e veljac’h adori
Doueou ne garjac’h qet da loja en ho ti.
Jupiter an impudic, an infam Cupidon,
Venus ar vreg debordet, Mercur, tad al laeron,
Bacchus, patron an deboch, Mars, diaoul ar muntrou,
Hac an oll sceleradet a voe grêt doueou.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/50
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —