Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —


TEIRVET GUIRIONE

————

NECESSITE AR REVELATION

————

.... Eruipit nos Deus de potestate tenebrarum et transtulit in regnum filii dilectionis suæ. Coloss, 1.

————

Na scuizomp qet, va broïs, eus en em instrui,
Rac nemet an ignoranç ne ra d’an dud impi
Cazout evel a reont lezen an Aviel,
Pehini eo gouscoude al lezen naturel.

Mad-oberou ar C’hrouer ha dever ar rêson
A brouv an necessite eus ar Religion ;
Rac netra rêsonaploc’h eguet trugarecât
Ha renta gloar hac enor d’ar zourcen a bep mad.

Pa zeo an den composet a gorf hac a ene,
Eo just e contribufe an eil hac eguile
Da renta, en o fêçon, d’ar Mestr oll-buissant,
Homachou interior hac eur c’hult apparant.