Ar rêson a zisqüelont n’en deo qet o hini ;
Mes rêson ar Mestr habil a deu d’o c’hundui
Evel eur montr a zisqüel sqiant an artisan
En deus-àn grêt, ha nonpas e sqiant e-unan.
Coulz e ve dêc’h pretanti en deus sqiant ar goue
A lèz o greun da goueza goustadic dindanne,
O golo gant o deillou, da jermi er gouân,
Hac a fleuris adarre d’o abria en hân.
Differant bras eo ober, ha gout perac e rer,
Rac an oll elemanchou, an natur en antier
A ra, mes hep gout perac, parfetamant peb tra :
An den hepqen e-unan a voar perac er gra.
Lezomp-ta al loened mud evel ma zint crouet,
Pe int o deus eun instinc, pe int-hi n’o deus qet :
N’oun doare. Mes cunduet dre dorn ar Brovidanç,
Ec’h ellont ober traou fur, hep caout intellijanç.
An den memes avichou a ra mil action
Hep consulti e ene hac hep reflexion :
Crafat e benn, remui, hac en em dic’hourda,
Cranchat, frotta e zaouarn, hep gout petra a ra.
Evelse’ teu al loened da imita an den ;
Mes, dre guement a reont, e remerqer hepqen
Int corfou grét dre ressort, instrumanchou fragil,
A ro demp anaoudeguez da betra int util.
Corf an den zo e-unan evel hini al loen,
Eun instrumant d’an ene, evit, dre e voyen,
Remui ha dirija ar grouadurien all
Var bere eo deputet cabiten general.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/41
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —