Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


Gout a voar examina, doueti, deliberi,
Choas, en em determina ; gout a ra preferi
Eun action vertuzus da eun all a zo fall :
Ne veler netra evel er grouadurien all.

Pet micher avantajus, na pet secret util,
Pet calcul, pet instrumant, pet benfeg, pet oustil
E deus forjet an ene, evit ar blijadur
Da imita, da drec’hi memes var an natur !

Poezet e deus an avel ha mezuret an eê,
Arpantet an Ocean, domptet al loenet goe,
Desqet teuzi ar metal ha chench natur ar plant,
Ha troet en e frofit ar pêvar elemant.

Pa deu dei c’hoant musical, hep implija ar vouez,
Var ar c’hoevr hac an orjal e fredon en e èz ;
Dre scrit, hep offiç an teod, e convers en peb bro ;
Ha bremàn ar re varo a gomz gant ar re veo.

Disqet e deus d’al lagad güelet dre ar c’hristal
Astrou en tu-all d’an eol ha meur a vurzud-all
Invisibl bete vremàn. Anfin, gant ar c’hompas
Eus cavet eur bed neve na hanaviet qet c’hoas.

Nac a bed invantion o deus crouet an dud,
E qeit ha na remerqer en anevaled mud
Na gout, na capacite da ober voell na voas :
Ar pez a reont bremàn, er rejont a viscoas.

Gaou oc’h eus eta credi en deus darn al loenet
Rêson hac ententamant, balamour m’o güelet
O soigni o re vunud, o clasq magadurez,
Pe oc’h ober o neizou gant qement a adres.