Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


EILVET GUIRIONE

————

IMMORTALITE AN ENE

————

Nolite fieri sicut equus et mulus, quibus non est intellectus. Ps. 51.

————

Me hoc’h ador, va Doue, hac ho trugareca.
Ha possubl eo ho pe-hu grêt qellies a dra,
Na qement a zispignou evit antretien,
Eun dra a zo da velet qen dister hac an den !

Mes, petra lavaràn-me ? an den eo er bed-màn
Ho parfeta crouadur. Roet oc’h eus deàn
Eun ene intellijant, capabl d’hoc’h anaout,
Hac eur galon d’ho carout, ar pez zo güella tout.

An ene-ze, eveldoc’h, a grou mil sònjeson,
A gompren ar virionez, a ajis dre rêson,
E memor, e bolontez hac e ententamant
Eo ho poltret veritabl hac hoc’h imach patant.