Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


O caera privilachou a zo roet d’an den !
Ar rêson evit partach, an droat hac an domen
Var guement a zo crouet, hac en tu-all da ze,
Ar faveur preciussa : an immortalite !

An articl-mâ a brouver dre ar metaphisiq,
Gant rêsonniou na eller ober dê nep repliq ;
Difficil int da entent d’an nep zo hep studi ;
Mes me o laqai amân ar sclerra ma ellin.

Ar membr an admirapla, an utilla ezel
Deus an den, eo e lagad. Ennes e’r santinel
A vel deus e c’heriden, hep en em diezàn,
Qement tra, qement objet a zo endro deàn.

An traou na ell qet an dorn da douch na da drapout,
Mab al lagad o digass en eur moment d’e gaout,
Hac evel en e guichen dezàn da gontempli
Petra a ell da denna a vad eus peb-hini.

Al lagad, evit bea qer parfet e labour,
D’en em velet e-unan a renc eur mezellour ;
Er memes tra, an ene ne vel nemet dre boan
Anes mezellour ar feiz e guenet e-unan.

Gouscoude, evit prouvi e immortalite,
Ne meus sonj da implija nemet autorite
Ar sclêrijen naturel, ma vo güelet patant
Eo ar feiz hac ar rêson accord parfetamant.

Me voar ervad, va Doue, just eo en avoui,
Eus eun distanç infinit etre’n ene ha c’houi ;
C’houi ra peb tra gant eur guer en heur a leveret :
Dra vo grêt ar sclêrijen, ar sclêrijen zo grêt.