Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


Bremàn e zeus daou c’hant vloas ne voas qet en bue ;
Qentoc’h ec’h allies guenel, divezatoc’h ive,
En Indes, pe er Japon, evel en Breiz-Izel,
Dindan lezen Mahomet pe scol an Aviel.

Var nicun eus an traou-ze n’en dout bet consultet :
Gant piou-ta, e sonj dide, out-te bet deputet
Da zont da recev bue ? rac imajin ervad
Ne voe roet dit ounnes na gant mam, na gant tad.

O incredul ! dibourvez a feiz hac a sqient,
Ha te ello bremàn dont abenn da entent
Eo eur speret infinit, eur Brovidanç reel
A groue, a gonfère ar bed universel !

Mes ar C’hrouer, emedout, a belec’h eo-én deut ?
— Arrêt aze, ignorant. Consider eun nebeud ;
Deus an oll güirioneou oumâ eo ar sourcen :
Crouer an oll ne ouffe beza crouet gant den.

Evit compren qement-màn dre eur barabolen,
Deus an êe bete’n douar supposomp eur chaden
En em zouten maill ha maill bete’r maill huella ;
Mes lavar din : ar maill-ze, piou a zalc’h aneza ?

Mar leveres eo dalc’het en tu benac ouz crec’h,
Bep tol me a c’houlenno gant piou, nac en pelec’h ?
Hac herves a responti, me c’houlenno ouspen,
Piou a zalc’h ar firmamant memes aziouc’h da benn ?

Forcet e vi da anzav eus eur maill principal,
Dre e vertuz e-unan a zouten ar re-all.
Me a entent eun Doue, eur princip souveren,
Eternel dre e natur, ha na zepant diouc’h den.