Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —


Al labour a remerqes, nonpas an artisan ;
Ar bed-mâ a zo matier. Ar c’hrouer e-unan,
A zo vertuz ha buez, speret pur ha parfet :
N’en deo na corf, na massif, evit beza güelet.

Eternel dre e natur, ec’h exist a viscoas,
E pado da virviqen hac e màn en e choas
Ober evel a garo. An oll, bras ha bian,
A zo conservet gantàn : ne zeus netra heptàn.

————


Omnia per ipsum facta sunt ; et sine ipso factum est nihil, quod factum est. Joan. Cap. 1.
Benedicam Dominum qui tribuit mihi intellectum. Ps. 15.

————