Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


Ar matier, dre e natur, a zo pounner ha lach ;
Ma na ve qet remuet, biqen ne deu da flach.
Piou en deus roet deàn ar mouvamant qenta,
Ar form, an direction, ar stum en deus bremâ ?

Ar mouvamant naturel, pa gommançer finval,
Eo qemer an eon-linen, mont var eon ordinal.
Piou en deus grêt d’an astrou dilezel ar rout-se,
Ha trêi endro d’ar bed-màn, pe ar bed endro dê ?

E meur a sans differant o goelàn oll o trêi ;
Piou en deus determinet e varch da bep-hini ?
Piou a ra d’ar bed bale gant qement a gadanç,
Nemedoc’h, ô va Doue ! dre hoc’h oll buissanç ?

O incredul ! dibourvez a feiz hac a sqient :
Ha te a ello bremàn dont abenn da entent
Eo eur speret infinit, eun intellijanç pur
En deus crouet ar bed-màn hac a rën en natur ?

D’en em groui e-unan ne zeus capabl netra,
Rac evit en em groui eo ret bea dija ;
Ar pez a ve supposi e zoar ha ne zoar qet,
E zoar crouet d’an ampoent ne zoar qet c’hoas crouet.

Mes en rêsonniou qer simpl, pa na ententes mann,
Goulen eta eur veach diganet da-unan,
Piou en deus da zigasset, da laqet er bed-mân ;
Rac eus da benn da-unan n’en dout qet deut amàn.

Etrezomp, crouadurien, n’en domp qet a viscoas :
Hirio omp, dec’h ne voamp qet, ha ne vimp qet varc’hoas,
Ne zeus netra er bed-màn a ve qen necesser
Nac a guen bras importanç, na eller en divoer.