Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


Al loar, bep abardaevez, gant e bisach arc’hant,
Qen caer hac ar berlezen etouez mil diamant,
A ra cessi ar vacarm a labouriou an de,
Evit rêi plaç d’ar repos ha d’an dranqilite.

Disqüis, emei, va mignon, ha qemer da repos,
En dro da ty me veillo bremàn epad an nos ;
Ha mar renqes, dre valeur, interrompi da ûn,
Ha mont en hent adarre, me vo da gompagnun.

An eol a renq e-unan brilla epad an de ;
Troubli rai da zaoulagad, ma selles outàn re ;
Mes, me zo graciussoc’h : mar gra did plijadur,
Ec’h elles, hep acccidant, contempli va figur.

Va sclêrijen zo commod. Na meus avi ebet
Evit güelet o luiya endro din ar stered ;
Betec ar preòn-goulaouyer a lezàn da sqeudi ;
Divoal, evel a ràn-me, da goncev jalousi.

An astrou all zo sqignet dre bévar c’horn an êe
Evel goulaou alumet, pa ve tec’het an de,
Da zisqüel d’ar merdead e roujou er môr don,
Ma ello mont, hep danjer, d’e zestination.

Ravisset en em gavàn, o velet mouvamant
Hac eqilibr an astrou ebars er firmamant.
Abaoue ma zint crouet, hep cessi eur moment,
Peb-hini a ra e dro, ha dre eur memes hent.

Ma teuffent d’en em stoca ha d’en em arrêti,
Ma vanqfe eur vech memes an deiz da c’houlaoui,
Pebes trubuill en natur ! pebes confusion !
Ar bed oll en em gafe sezisset a spouron.