Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/31

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


Ar fleur, en nevez-amzer, a guinic o ezanç,
An hân, prodig a vadou, a offr en abondanç
Victimou var e auter, qen n’an deu alafin
An eost da réi ar bara, hac ar gouân ar güin.

An tân a brodu dezàn sclêrijen ha tómder,
An avel en rafrechis, an dour en dizalter,
An ear a form e aelan, ha d’e vagadurez
Ar môr a ro e besqet, hac an douar e frouez.

Pebes generosite er grouadurien all !
An den, siouas, e-unan a zo cri ha gadal ;
Ne avis qet, an ingrat ! examina memes
A belec’h a teu dezàn eur seurt pinvidiguez.

An eol a bign bep mintin er volz celestiel,
Da zispanç ar sclêrijen d’ar bed universel.
Difun, sav diouc’h da vele, den mortel, emezâ,
An deiz zo grêt d’al labour ; ret eo gounit bara.

Me a meus anavezet da raç ha da ligne ;
N’en dout qet eus a voelloc’h condition eguete ;
Ar re-ze a laboure. Perac n’er rit-te qet ?
Me meus tro’r bed da ober, ha n’en em glêmàn qet.

Me ro ar fleur d’ar prajou hac o deillou d’ar goe,
Me ra d’an ed qellida, d’ar frouez beza dare ;
Va zellou a rent fertil ha joaüs an natur :
El lec’h ma veli ezom, rent ivez plijadur.

Bep mintin e tigoràn, evel eur marc’hadour,
Ar stal vras eus ar bed-màn dre va fales a aour ;
Choas, qemer, me ro gratis ; mes sonj trugarecât
An hini zo dreist-oun-me, da Autrou ha da Dad.