Eur miracl cuntinuel eo güelet ar bed-mâ
O chom en e bes picol, hep crevi, na frailla,
Hac én formet gouscoude a bêvar elemant
A ra an eil d’eguile brezel incessamant.
Ruilla a ra an astrou, hep coeza diouz an ée ;
Ar môr, gant e reversi, a chom en e vele,
An douar ferm a rezist d’an avel o c’hoeza,
Hac an tân cuzet dre oll a chom hep flamina.
Ma coefe eur stereden, ar bed oll ve fraillet ;
An tân, ma teufe d’achap, an oll ve ambrâset ;
Lounqet ar vrô, ma teufe ar môr d’en em dirol,
Hac an ear, ma ve tevoc’h, cetu mouguet an oll.
Labour am be discoursi var qement zo crouet,
Ha pourmen deus an eil penn da eguile ar bed,
Evit rêi dêc’h da entent ar vertu, an natur,
Ha qement utilite en deus peb crouadur.
Mes piou eo an injiner hac ar speret subtil,
An dorn experimantet, hac ar sculpter habil
En deus crouet an traou-ze ? Rac, hep un artisan
Impossubl eo dê bezâ en em grêt o-unan.
Eur c’hastel caer batisset gant reglennou an art,
Den fur na gredfe avanç e ve grêt dre hazard,
E ve ar mein beneres, ar c’hoat hac an doen
Diazezet, esqennet ha taillet hep dorn den.
Ajustet eo ar c’hamprou d’ar vinç a gundu dê,
Ar prenestrou zo placet gant regularite ;
Ar gueguin a zo bolaet, lambrusqet e’r salon :
N’en dê qet grêt an traou-ze hep calvez, na maçon.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/33
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —