Nombr a re-mâ ordinal zo bian en peb brô ;
Mes en Franç, ispicial, eur pennad amzer zo,
Ne rêr nemeur a estim eus a lezen Doue :
Ar Feiz a ziminue visiblamant bemde.
Eur societe secret eus a dud dibreder,
Hanvet ar framaçonet, a zalc’he en peb qær
Assambleou danjerus, ha leun a brejudiç
Da droajou ar Rouane ha da re an Ilis.
En nôs en em dastument evel ar sorcerien,
Nebeut avoalc’h da guenta, mes bremâ o banden
A voa er rouantelez cresqet en eur fêçon,
Dibaud e voa ar c’hlubist na vije framaçon.
Re a speret zo noazus, pa ve goal implijet.
Pell zo ar scridou infam eus ar philosophet,
Oc’h attaqi an Ilis pe ar Gouarnamant,
A gontribue muioc’h c’hoas d’an debordamant.
Levriou qer pernicius a voa lennet partout
Gant mall ha gant plijadur ; d’an oll, hervez o gout,
E tebitent mâximou impi pe ridicul,
Hac hep sonj en em gavet a la fin incredul.
An darn-vuia an noblanç n’o devoa qen studi ;
Hac ar gommun ignorant, evit en instrui,
A glasqe tud a justiç, rag experimantet
En art da liva guevier ha da billa ar bed.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/16
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —