Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


Da c’hounit al labourer, eo plantet en e benn
Na baeje deog, na cargou, na redevanç da zen :
Ne vanqe mui d’ar revolt nemet clêvet en templ
An intru eus e frezeg hac o rêi an exempl.

An Ilis a remercas ar bâr-mâ o tostât ;
Mes en oll parlamantchou ral voa ar magistrat
A roje dorn d’an Ilis ; an oll a voa gatet :
Ar gouli a voa daro, ar gôr a zo crevet.

Preparet voe o maleur d’ar bobl ha d’e Roue
Gant eur ministr heretiq, o fiout ennàn re,
A gonvocas d’ar stadou, nonpas evel güechal,
Tud-gentil, tud a enor, mes tud fêbl ha tud fall.

Clasq an tu da acqüitta dle ar rouantelez,
Sicour ar prinç da lacat ar bed oll en e êz,
N’o devoa qen qevredi, e gouieguez an dud ;
Var ar c’hrimou da ober e voat secret ha mud.

Teir assamble en Paris, an eil varlerc’h eben,
Dangerussoc’h d’ar c’hontre eguet an teir goalen,
Tud incapabl da c’houarn, mes habil da deceo,
Var digare reformi, o deus collet o brô.

Dispartial ar Roue diouc’h e sujedet vad,
Ar Pastor diouc’h e zénved, ar buguel diouc’h e dad,
An ezec’h diouc’h o graguez, ha Doue diouc’h an oll :
Dre eno, va broïs paour, int commancet d’ho coll.

Fouilla, confisca madou, lanterni o ferc’hen,
Spolia an dud-jentil, denonç ar vêleyen,
Disarmi an dud hônest, institui clubou ;
Ne veler, ne glêver qen decretet er stadou.