Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —
ABREGE
EUS A GRIMOU AR REVOLUTION
————
In terrâ polluerunt tabernaculum nominis tui.
Dixerunt in corde suo cognatio eorum simul : quiescere faciamus omnes dies festos Dei à terrâ. Psalm 73.
————
Qent blam nep particulier, en em gondaonomp oll,
Rac dibaud eo an hini n’en deffe grêt e roll
Da denna maleur e vrô : darn evit domina,
Darn all vit en em venji, darn all evit pilla.
Darn all, hac an darn-vuia, zo manqet d’o dever,
En defaut en em oppos en poent hac en amzer ;
N’o deus grêt nep resistanç, gant morhed, emeze,
Da goll buez ha madou, hac o c’holl gouscoude.
An dud mechant a zisqeuz, pa ve drouc da ober,
Art ha couraj an ifern, ha james ne veler
Da zifen ar virionez ar memes interest,
Nac ar memes union etouez an dud honest.