Hac ho pez da restoli memes intantion,
Na brenit qet a vadou digant an nation.
Dies eo restitui goude-ze d’ar perc’hen ;
Madou goal acquisitet ne brosperont gant den.
Prometti mar grit paea ho preudeur en arc’hant,
Lest ar paper a goste. Er fêçon m’oc’h eus c’hoant
E ve grêt dêc’h, grit ive. Mirit ho mandajou
Da baea ar Republiq, pa na ro qen gajou.
Evitit, mar be possubl, ar bersecution ;
Mes pa vezot arrêtet, gant resination
It dirac ho parnerien. Ho cüella avocat
Eo ar mestr a zervichit hac ho conscianç vad.
Na droublit qet ho speret da essa gout pénos
Na petra da lavarat evit difen ho caus.
Prudant evel ar serpant, douç evel ar goulmet,
Pardonit a greiz calon, hep discuill den abet.
Lavarit oc’h Catholiq, ha na lavarit qen
Bêr ha bêr, hac hep respont da guestionou vên,
Goulennit digant Doue, hervez e bromesse,
Inspira dêc’h respontchou convenabl en heur-ze.
Mar bec’h neuze condaonet en tribunal impi :
Comzomp voell, mar bec’h cavet dign a verzerenti,
O Christen predestinet ! rentit gloar da Zoue,
Ha grit jenerusamant sacrifiç ho pue.
Me a vel an Eê digor prest d’ho tiguemeret.
Pebes joa ! pebes triomph ! dija eus preparet
Eun tron evit ho receo. Courach, servicher mat :
Ne zeus saler hep victor, na victor hep combat.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/110
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —