Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —


Ar vue ne dal pelloc’h ar boan d’e menaji,
Evit ar pez zo bremâ a blijadur enni.
Ret vo dêc’h mervel eun deiz, ha biqen, me zo sur,
Ne ouffac’h caout d’hoc’h ene Barados qen assur.

Gant joa e tlefac’h dridal, ha nonpas bea trist,
Souffr evit ar virione hac evit Jesus Christ ;
Rei bue evit bue. O mil bennos en heur
Hac evurus ar moment m’oc’h eus eur seurt faveur !

Ma ve capabl an Æles da goncev jalousi,
E vent güelet avius eus ar verzerenti ;
Rac eus ar güir garantez eo ar merq visipla,
Hac en gloar ar Barados an degre huella.

Coulz eo ar verzerenti evel ar vadiziant,
Hac enoraploch memes. Mar deus poan violant
Da zouffr, n’en deo qet padus. Ar c’hraç, trec’h d’an natur,
A chench alies memes ar boan en plijadur.

Eur pez terrubl a etof a ro eur marc’hadour
Evit caout en paeamant eur pez bian a aour ;
Ha c’houi, evit eur momant a boan var an douar,
Ho po en eternite eur gurunen a c’hloar.

Hastit eta, bugale, disposi dre avanç
Peb tra evit ar gombat ; reglit ho conscianç ;
Pedit Doue da derri ho coall habitujou ;
Renoncit, ispicial, d’hoc’h attach d’ar madou.

Antretenit etrezoch ar charite vrassa ;
Amzer ho curunamant marteze a dosta.
Ancourajit ho preudeur, ha soutenit ar re
A zo, siouas dê, risqet da drahissa ar Fe.