Da sul, en coulz an offiç, en commun grit peden ;
Goulennit participa en qement oferen
A celebrer en deiz-se. Dreist peb tra grit reqis
Diou pe deir güech ar sizun d’ho tud ar c’hatekis.
Badezit ho pugale, ha grit dê abredic
Anaout ha beza fidel d’an Ilis Catholiq,
Apostoliq ha Romen, ermès a behini
Eo impossubl d’ar C’hristen en em savetei.
D’ar scolliou national, na da scol an intru
Na gassit qet anezo. N’en deo qet absolu
Ret dezo beza savant ; mes, carout o ferc’hen
Ha gout servicha Doue, n’o deus affer a guen.
Pa gavint tud vertuzus, lest-e da demezi
En presanç Catholiqet, ha gant na vo hini
Deus an ampechamanchou oc’h oppos aneze,
Sauf da supplei formou an Ilis goude ze.
Observit ar Vigilou evel ar C’horaïs,
Ha qement solennite a virer en Ilis,
Nonpas an hugunodach a rêr en decadou,
Rac n’eller qet assambles servicha daou Autrou.
D’en em reconcilia, laqit ho poan da glasq
Eur beleg fidel benac, hep gortos amzer Pasq ;
Ha ma na zeus, dre valeur, hini dre ar c’hontre
Communiit a galon, côvessit ouz Doue.
Evel ar Sunamites, pe maouez Jerico,
Roit support hac asistanç ; mes serrit ho qinou.
Bez o p’o da repui, marteze profetet,
Ho tigollo amplamant. Va entent a dleet.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/109
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —