Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —


AVIS D’AR BOBL FIDEL

EPAD AR BERSECUTION

————

Viriliter agite, et confortetur cor vestrum, omnes qui speratis in Domino. Psalm 30.

————

O va orphelinet paour ! va faressionis !
Mar cüez etre ho taouarn ar c’hantiq-mâ en Breiz,
Disqit principalamant ha grit attantion
D’ar pez a meus lavaret var ar Religion.

C’houi oll, tadou ha mamou, mestrou ha mestrezet,
N’ho calvin qet d’ar brezel ; me voar oc’h oblijet
Da chom var ho tieguez. Mes m’ho suppli, er guêr,
Roit deus an oll vertuz an exempl hac ar scoër.

Na zispartiit biqen, arruet a garo,
Diouz feiz an Ilis Romen. Ne zit james vardro
Offiçou an touerrien, ho pugale na c’houi :
Pastoret oc’h d’ho famill ; hoc’h ilis eo ho ti.