Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

raio an traou deiz da oferenn-nevez. »

— « An aotrou Person en deus komzet d’in evel ma komzit. N’eo ket awalc’h d’ezan va digemerout er presbital deiz ha noz, pa garan ; lavaret en deus d’in n’o do ket ar gerent da en em emell eus leïn ar veleien… Hag e lavarer n’eus ket a dud vat war an douar !… Evidon-me, abaoue ma ’z eus ac’hanon, n’em eus gwelet en dro d’in nemet tud vat !

— « Diwezatoc’h, Laouig, pa vezi en eur barrez, e weli a bep seurt. An aotrou Doue eo a zo bet mat evidout. »