Mont d’an endalc’had

Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

d’eomp da zle. »

— « Ne vankin ket, tintin God. Ne ankounac’haïn biken an dud o deus graet vad d’in. Hag ez eus kalz anezo ! Sad aze merc’hed Penn-al-Lann graet ganto eur gamps evidon da lakat deiz ar velegiaj, e miz gouere kenta breman ! Klevet am eus lavaret ez eus eur mondian bennak eus ar barrez hag en deus sonj kinnig d’in eur c’halir evit va oferenn genta… Marvat e rankin pedi holl dud Landunvez evit lein vras va oferenn-nevez. »

— « Feiz ’vat ! Nec'het awalc’h e vezi lakaet pa ’z i da ober da dro. Met na jom ket re bell da nec’hi. Ped muioc’h eget nebeutoc’h. An taol diweza a vo. Da dad en deus lavaret d’eomp e c’helle paea eul lodenn vras eus an dipignou a vo e Kemper. Ni a