Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —
Pemp bloaz e voe Laouig e Kloerdi Kemper. Bloaz soudard a reas ive war ar marc’had. Pell e vez an abadenn evelato, araok an urziou diweza. N’eo ket re hir goulskoude pa zeller ouz pouez ar garg a zo e kont ar beleg… Ya, met, hag an dispignou? — A drugare Doue, hini eus madoberourien Laouig ne gile.
— « N’omp ket tamm paouroc’h », a lavare Soaz a Gerlagen. « Kredi ran zoken, dre ma roomp e teu Doue da rei d’eomp. »
— « Evelkent », a responte Laouig, « ez eus meur a vloavez abaoue ma tispignit ganen.»
— Ha neuze ? » eme C’hod « pa vezi beleg, te a bedo evidomp, michans ? »
— « O ya, bezit dinec’h. »
— « Mat, en doare-ze e c’helli paea