Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


X. — AN OFERENN NEVEZ

E Kemper oa bet kalz tud evid ar velegiaj. Tri oant eus ar Penker ; kement all eus a Gerlagen; daou eus a Lanc’hallez ; Paulina Benn-al-Lann, hag eur pewar pe bemp all. Holl o doa kavet kaer meurbet al lidou en Iliz-Veur. Pa weljont an abostolerien, avielerien ha beleien nevez astennet war leurenn ar c’heur epad m’edot o kana Litaniou ar Zent, neuze an dour a deuas en o daoulagad : biskoaz n’o doa komprenet gwelloc’h ar garantez birvidik a dle beza e kalonou ar baotred yaouank-se hag a varv d’ar bed evit beza holl da Zoue… Anna ar Penker n’oa ket bet pell oc’h anaout he mab e-touez ar re-all. Paulina ne zaleas ket kennebeut da anaout ar