Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


En eil bloavez e voe disterroc’h ar zoubenn gand ar paotr. Mari Gerlagen a oa maro, goude eur c’hlenved paket o vont war-dro tud klanv. Meur a hini eus ar gerent a ankounac’hae rei o aluzenn d’an aotrou Kure nevez. A drugare Doue, merc’hed Penn-al-Lann a gendalc’he da zikour, hag eur c’hoar ivez da Anna, hag a oa dimezet da vont da vilin an Traon. Tud Kerlagen hag an aotrou Kure a rae ivez kement a c’hellent. N’oa ket awalc’h goulskoude. Dilhad ha bara a c’hellet da gaout d’ar paotr gand an aluzennou-ze, ha netra ken. Ar vamm neuze, evit gellout kas eun tamm amann d’he mab, a lakeas tud ar gêr da zebri alies bara zec’h. Eur bastell gig zoken — awalc’h da lakât war eun tamm bara — a c’helle da